Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn Agrandir l'image

Remont Delaporte, Reun ar C'halan : div blanedenn

DB674533

Kinniget gant Charlie Grall

Plus de détails

10,42 € TTC

En savoir plus

Remont Delaporte ha Reun ar C’halan, daou zen eus ar C’hastell-Nevez ganet e deroù an XXvet kantved, an hini kentañ en ur familh pinvidik a-walc’h diazezet mat er vro hag an eil e atant un troc’her-buzhug, treut ar peuriñ gantañ. Dre eñvorennoù skrivet Remont Delaporte ha gant arroudoù eus ar re savet gant Reun ar C’halan, e kinniger el levr-mañ heuliañ planedennoù souezhus daou zen hag a oa bet kemeret ganto hentoù disheñvel-rik e-pad prantadoù diaes-meurbet. Remont Delaporte a zeuas da vezañ emsaver breton e 1927, goude bezañ dizoloet ar brezhoneg abred a-walc’h. E-pad ar brezel e oa e penn Strollad Broadel Breizh. Pezh a skriv diwar ar prantad-se a zo talvoudus-tre evit hon istor. Reun ar C’halan, yaouankoc’h, a oa studier c’hoazh pa grogas ar « reuz bras » met mont a reas d’ar « maquis » memes tra e miz Eost 1944 ha goude-se da aloubiñ Bro-Alamagn gant al lu gall. An daou avat a gemero hent an divroañ evit abegoù disheñvel : Remont Delaporte en Iwerzhon ha Reun ar C’halan, evel miliadoù a Vretoned eus Kreiz-Breizh, er Stadoù-Unanet. Enno o-daou, pezh a zo heverk ken ez eo, e voe enaouet – abred pe diwezhat en o buhez – flamm « Tantad an hendadoù » hag... ar youl da sevel ur vuhez vroadel vrezhonek e Breizh.

Ti-embann: Al Lanv
Bloaz: 2019
Niver a bajennoù: 214
Ment: 14,5 x 20,5 cm
Yezh: Brezhoneg
Danvez: IstorYezh

Remont Delaporte et Reun ar C’halan, deux hommes nés à Châteauneuf-du-Faou au début du XXe siècle, le premier dans une famille plutôt aisée et bien implantée dans la région, et le second dans une famille de modestes paysans. C’est par les mémoires de Remont Delaporte et par des extraits de celles de Reun ar C’halan que nous nous proposons dans ce livre de suivre les destins étonnants de deux personnes qui avaient emprunté des voies diamétralement opposées en des temps difficiles. Remont Delaporte devint militant breton en 1927, après avoir découvert le breton assez tôt. Il dirigea le Parti National Breton pendant la guerre. Son témoignage est capital pour notre histoire. Reun ar C’halan, plus jeune, était encore étudiant quand commença la guerre mais cela ne l’empêcha pas de rejoindre le maquis au mois d’Août 1944 et d’envahir l’Allemagne par la suite sous le commandement de l’armée française. Ils s’exilèrent tous les deux pour des raisons différentes : Remont Delaporte en Irlande et Reun ar C’halan, comme des milliers de Bretons du centre-Bretagne, aux États-Unis. Il est évident qu’ils portaient tous les deux la Bretagne dans leur cœur et qu’ils ont œuvré à offrir un destin à destin à la langue de leurs ancêtres.

Réalisation Dream me up