Kergelenn, alouber an dremmwel Agrandir l'image

Kergelenn, alouber an dremmwel

Herve Gouedard

Plus de détails

12,00 € TTC

En savoir plus

Penaos e teuas un tammig noblañs a Vreizh- Izel da vezañ ur moraer brudel hag un ergerzher bras...

"Ar chaier-mañ, a stagan hiziv da zuiñ ar pajennoù anezhañ, a gavi ennañ, Mai vihan, dezrevell feal ma foanioù, ma flijadurioù, ma strivoù, ma disouezhennoù. Klask a rin livañ gant reizhded ha gant gwirionded kement a zo aet d'ober ma zammig buhez, hag ur frealz eo din soñjal e vo talvoudus dit an danevell a stagan hiziv ganti, hag e c'helli tennañ splet diouzh kement emaon o vont da skrivañ diwar vremañ, hag en treutzkas, d'az tro, d'ar vugale a vo roet dit deiz pe-zeiz. Dastumet em eus skiant a-hed ma buez turmudus, ha, ma teurvezez lenn an danevell-mañ betek penn ez po, amañ-ahont, alioù ur da glevet diganin".

Savet eo ar romant-mañ e stumm un danevell-vuhez kinniget gant Erwan-Jozef a Gergelenn (1734-1797), ar moraer brudet, d'e verc'h-vihan.

Dindan pluenn gizidik, awenet-kaer ha titouret-mat Herve Gouedard e santer ar from, ar youl hag an nerzh a oa o virvin en askre ar merdead meur, a gave dezhan koulskoude ne oa, e gwirionez, netra all nemet ur c'hoariell e palv-dorn an tonkadur...

Réalisation Dream me up