Nouveau En-dro d'al lenn-vor Agrandir l'image

En-dro d'al lenn-vor

12,00 € TTC

En savoir plus

Awenet eo an danevelloù a ya d'ober al levr-mañ gant diduamantoù, plijadurioù hag abadennoù a bep seurt bet c'hoarvezet en- dro d'al lenn-vor Brest pa oa yaouank an oberour. Darvoudoù a zo chomet garanet don ennañ daoust d'an amzer da vont hebiou. Lezomp Jef Gedez d'hon henchañ en e vro hag e klevimp ni ivez mouezh hud al lenn-vor.

Abaoe m'emañ war e leve e ouestl Jef Gedez e amzer d'ar brezhoneg. Meur a levr a zo bet skrivet gantañ : Brizh. Heol e 1999, Tiriadoù ar Gwalarn e 2001, Richer ar Faou e 2003, Hunvreoù Pêr Mortolod e 2005. E yaouankiz en deus tremenet war aodoù al lenn-vor, etre Hañveg hag ar Faou da gentañ hag e Brest da c'houde.

Un ouvrage de Jeff Gedez nous entrainant dans ses histoires de jeunesse autour de la rade de Brest. 

Réalisation Dream me up